Teresa Cristina an Div Sikilia

Teresa Cristina, pried Pedro II, da 24 bloaz
Johann Moritz Rugendas, 1846.

Teresa Cristina an Div Sikilia, Teresa Cristina di Borbone-Due Sicilie en italianeg ha Teresa Cristina de Bourbon-Duas Sicílias e portugaleg, (Naplez, 14 a viz Meurzh 1822 - Porto, 28 a viz Kerzu 1889) a oa ur briñsez eus Rouantelezh Naplez, dimezet gant Pedro II Brazil, impalaer Brazil.

Ganet e oa e Rouantelezh an Div Sikilia. Ur briñsez eus an Tiegezh Bourbon-Sikilia e oa, hag a deuas da vout trede ha diwezhañ impalaerez Brazil.

Merc'h e oa da Francesco Iañ an Div Sikilia. Mervel a reas he zad pa oa eizh vloaz. He mamm, an infantez María Isabel Spagn, ne rae ket war he zro. Ur plac'hig abaf ha didrouz e oa, ha ne oa ket gwall goant.
Da 22 vloaz, e 1843, e voe dimezet, dre hanterouriezh, e Naplez, d'an impalaer Pedro II Brazil.


Developed by StudentB